Advertisement · 728 × 90

Posts by An Drouizig

Preview
Super reaKtor : ur c'hoari arkad leun a livioù hag a driskelloù - Kevredigezh An Drouizig D’an 21 a viz Du e oa deuet er gouloù Super ReaKtor, ur c’hoari diorroet gant SuperSAZ Studio hag embannet gant TyGames. E brezhoneg eo bet troet ar c’hoari, ha n’eo ket ket gant An Drouizig ar wech-m...

Ur c'hoari-video nevez e brezhoneg, embannet gant TyGames... Ha n'eo ket bet troet ganeomp !

Grit anaoudegezh gant Super reaKtor, ur c'hoari leun a livioù hag a driskelloù !

drouizig.org/br/super-rea...

4 months ago 1 4 0 0

Deiz-ha-bloaz laouen Steredenn! Dek vloaz 'zo e oa deuet er gouloù ar c'hoari-video Steredenn.
E brezhoneg e oa bet troet ganeomp, penn-kentañ ur c'henlabour gant Pixelnest Studio a gendalc'h c'hoazh hiziv an deiz gant Cthuloot!

6 months ago 2 1 0 0
Post image

E Lesneven e Ti ar Vro Bro Leon e vimp d'ar 4 a viz Here. Deuit niverus adalek 2e goude-merenn da vrezhonekaat hoc'h urzhiataer hag ho pellgomzer !

6 months ago 2 2 0 0
Post image

🔴 Deomp da c'hoari Cthuloot, ar c'hoari nevez troet e brezhoneg !

▶️ twitch.tv/tornoz
▶️ twitch.tv/tornoz
▶️ twitch.tv/tornoz

9 months ago 7 4 0 0
Post image

Cthuloot: un nouveau jeu vidéo en breton ! Allez voler des trésor avec vos amis!

drouizig.org/volez-des-tr...

9 months ago 7 4 0 0
Post image

Cthuloot: ur c'hoari video nevez e brezhoneg! Kit da laerez teñzorioù gant ho mignoned!

drouizig.org/br/laerit-te...

9 months ago 8 7 1 0

Evel-just, trugarez deoc'h !

9 months ago 0 0 0 0

Ce n'est pas grand chose, certain.e.s trouveront ça futiles, mais on est contents de participer à notre échelle à la préservation de la langue bretonne.

L'occasion aussi de rappeler qu'on peut commencer à apprendre en ligne avec desketa.bzh

Et ce weekend Gouel Broadel ar Brezhoneg : gbb.bzh/fr/

9 months ago 21 16 0 0

Evit lidañ Gouel Broadel Ar Brezhoneg eo bet savet ur pakad c'hoarioù brezhonek gant Ty Games, 4 c'hoari e brezhoneg penn-da-benn evit 16€ war Steam !

9 months ago 4 3 1 0
Advertisement
Preview
Save 47% on Games in Breton // C'hoarioù brezhonek on Steam

Demat !
Profitez du "C'hoarioù brezhonek" bundle à l'occasion de la fête de la langue bretonne de ce week-end !

-> Une collection de jeux jouables en breton
-> pour 16€ !

Un grand merci à @drouizig.org pour les traductions. 💖

store.steampowered.com/bundle/56180...

#gamedev #indiegame #brezhoneg

9 months ago 47 41 2 4

Plijout a ra deoc'h an Henaourien Veur hag an Euzh Kosmek, met ivez c'hoarzhin gant ho mignoned ha c'hoari Overcooked ? C'hoariit Cthuloot ! Diouzh ar pezh a ouzon e vo e brezhoneg a-benn nebeut 👀 #bzhg

1 year ago 4 7 0 0
Preview
Gweltaz Gwennog-Duval, l'homme derrière la reconnaissance vocale Anaouder | Buhez D'an 18 a viz Meurzh 2025 e oa aet ar maout gant Gweltaz Gwennog-Duval evit brezhoneger ar bloaz e-pad Prizioù 2025 e Plougerne. Aozet e oa gant Frañs 3 Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg (Opab). 4 b...

Aterset e oa bet Gweltaz Duval-Guennoc gant an RCF evit komz diwar-benn anaouder ar vouezh.
www.rcf.fr/culture/buhe...

1 year ago 7 1 1 0
Post image

E Landerne e vimp warc'hoazh da noz (etre 7e ha 9e noz) evit brezhonekaat hoc'h urzhiataer hag ho pellgomzer e stal SC Mirco.

Nous serons à Landerneau demain soir (entre 19h et 21h) pour mettre du breton dans votre ordinateur et votre téléphone, au magasin SC Micro.

1 year ago 3 3 0 0
Preview
Thumb-key, ar c'hlavier hezoug evit ho piz-meud - Kevredigezh An Drouizig Ur c’hlavier evit ho pellgomz hezoug ha graet evit bezañ efedus ha doujus d’ar vuhez prevez (n’eus kinnig gerioù ebet) eo Thumb-key. Gantañ e vez aes tizhout al lizherennoù implijet alies (haeziñ rag-...

Ur c’hlavier evit ho pellgomzer hezoug ha graet evit bezañ efedus ha doujus d’ar vuhez prevez (n’eus kinnig gerioù ebet) eo Thumb-key. ⌨️
Lennit hiroc'h diwar-benn an droidigezh nevez-se ha kavit al liammoù evit pellgargañ an arload Android war hol lec'hienn 👇

1 year ago 2 1 0 0

Sed amañ ur brezegenn dedennus diwar-benn ar yezhoù minorelaet er c'hoarioù video dre skouer an okitaneg. Meneget e vez ar brezhoneg e-barzh ivez, evel-just!

1 year ago 4 2 0 0
Join the An Drouizig Discord Server! Check out the An Drouizig community on Discord – hang out with 20 other members and enjoy free voice and text chat.

Dre zDiscord (discord.gg/46Sqd2EGf8) e vez aozet darn vrasañ an oberiantiz. Gallout a rit ivez kas ur postel da drouizig AT drouizig PIK org en ur skrivañ ar pezh a fell deoc'h ober.

1 year ago 0 0 0 0

Ezhomm zo tud evit ar sujedoù-mañ da skouer: kemer perzh er c'huzul-merañ, adlenn pe treiñ meziantoù ha c'hoarioù video, diorren ostilhoù evel an displeger pe hunspell, skrivañ pennadoù, hag a bep seurt traoù c'hoazh.
Forzh peseurt live brezhoneg a vefe ganeoc'h e c'hallit kavout traoù d'ober.

1 year ago 0 0 0 0
Join the An Drouizig Discord Server! Check out the An Drouizig community on Discord – hang out with 20 other members and enjoy free voice and text chat.

Pe vefe ur raktres resis ganeoc'h pe just kurius eus penaos kas war-raok ar brezhoneg war an teknologiezhioù nevez e c'hallit dont da gomz ganeomp dre Discord : discord.gg/46Sqd2EGf8 pe c'hoazh dre bostel : drouizig AT drouizig PIK org

1 year ago 0 0 1 0
Post image

An Drouizig en deus eus ezhomm ac'hanoc'h!

Troidigezh, adlenn, diorren, melestradur... A bep seurt 'zo ezhomm gant skipailh An Drouizig ha n'eus ket ezhomm bezañ ur geek evit reiñ un taol sikour ha kemer perzh en avantur.

1 year ago 6 3 2 0
Advertisement

Demat d'an holl! Setu-ni, deuet omp da strobinellañ an oabl glas.

1 year ago 0 1 1 0